Bretonne

“Mélanie ur vuhe e Groay”, Berc’hed Corne. Hor Yezh. PPN : 167672126
Lenn, p 74
Ar journal
Gwezhadoù veze prenet ar journal.
Ha m’am beus anavet ur voezin (n’)oare ket lenn.
(N’)oa ket na “a” na “b” ha hi n’en doa ur journal.Hi ‘zaeze d’an ti ha me lenne ar journal dezhi.
Hi oa oad ma mamm.
Ha ma mamm a oare lenn paske hi oa bet er skol.
Ha me zad ivez oare lenn ha oa bet er skol gallek.
Ha en doa graet skol gallek ha en doa ar c’hatechism (a) oa e berton.
Lenn, oh pas kalz e berton met a oare, eñv oa bet er skol, met e galleg(…)
Oh, m’am boa ur vamm hag a gare lenn ar journal.
Ma zad ivez da wel pezh a oa.
Prenet veze ur journal èl-kent, met er journal, (…) (n’) oa ket tra.
Ne oaremp ket tra zo pezh a base en tu arall.
Ema oa l’Ouest-éclair hag a veze graet urzhioù de cadeau get ar journal.
Oh, man Toui ! An dud a breneze ket na revue, na tra. (…)
Ur journal a paper, (n’)oa bénefice ebet !
An den a base er ruioù get ur c’horn da werzhiñ, bamdez.
Ne brenezemp ket bamdez, met alies veze prenet ar journal.
Ar journal a veze lenet da noz, àr-lerc’h koan, àr-lerc’h a veze difoaret an ti.
Journaloù e breton ? Pas ewidomp-ni ‘tav, (n’)oa ket.