Bretonne

José Calloc’h en un davarn e Porzh-Tudi e Groe (miz Gourhelen 2019).

Liamm ar video.

Me zo ganet er blez 1959 amañ e Groe.
Te ‘zo ganet e Groe ?
Ya, e Groe eh on ganet.
Hag àr-lerc’h on bet er skol diwezhat. M’am boa 5 blez. E skol ar c’hoarezed. Me ‘m beus soñj ar c’hoarezed a oa gwisket e (g)wenn èl-se.
Hag àr-lerc’h on chomet amañ er skol. M’am boa 6 blez, 7 blez, 9 vlez, 10 blez ha da 11 blez, on bet en Oriant.
Peogwir n’oa ket skol er blezadoù-se e Groe. Evit gober ar 6ved. Graet ‘m beus ar skol[i]aj en Oriant. En Oriant, me ‘yae kuit evit ar sizhun èl-se get ar vapeur amañ. Hag e taen en-dro d’ar sadorn d’ar c’hreisteiz.
Me ‘soñj oa ar vapeur, kreisteiz-hanter oa. Me ‘chome un devezh hanter e Groe. Stert oa rak me oa bihan netra. Me ‘oa c’hoazh e barlenn ma mamm. Hag on chomet er skol en Oriant.
Me ‘m graet ar 6ved, ar 5ved, ar 4ved, an 3ved. Hag an 2ved. Hag àr-lerc’h m’am beus achu. Boñ me zo chomet en Oriant er skol. Hag àr-lerc’h pa ‘m beus arrested, n’am beus ket graet skolioù bras. Àr-lerc’h an eilved, ‘m beus graet daou vlez c’hoazh, n’oa ket achu.
Àr-lerc’h er blez 1970 on bet er servij « militaire ». Me ‘zo bet betak… da gentañ, da Angoulême. Hag àr-lerc’h. Me ‘zo bet e Toulouse. Me ‘zo daet en-dro da Angoulême. M’am beus devalet àr-lerc’h tost Toulouse, er Gers. Hoche. Ha me zo bet daouzek miz.
Hag on bet amañ e Groe. Me zo chomet hemp labourat, me ‘lâre, ur blez, daou vlez, dilabour. Me ‘rae labourioù bihan èl-se, met pas muioc’h kwa. Àr an douar bras ? Non, amañ e Groe. Hag àr-lerc’h m’am beus kavet al labour er mirdi er blez 1982. Ha setu.
Bah ya, me zo ganet amañ. Petra lârin dit muioc’h.

Pa oan bihan ne ‘m beus ket klevet komz lies brezhoneg. Gwezhadoù er gêr. Me oa é chom e Sant-Salveur e kreiz an enez neuze. Me oa bihan ha bemdez e tae ur voereb gozh da di ma zud. Penaos… Evit gwelet ar skinwelerez. Hi chome aze betak 9e30, 10e da noz. Hag, ‘m beus soñj hi ‘gomze gwezhadoù brezhoneg get ma zad. Ne gomprenen ket netra. Ha ma mamm lâre, kae da wisked bremañ ha kae da gousket, 9eur30 eo, te ‘feus skol. Setu, me ‘gleve traoù èl-se. Met pas muioc’h.
Ur wezh ‘m beus soñj, on bet e ti ur voereb a veze dalc’hmat en iliz. Tud hag a oa… Ha pep Sul (a lâre) « daes genon ». Me ‘m beus soñj met an dra-se zo pell. Hè gave ur vaouez bennak àr an hent èl-se, a gomze brezhoneg an div kwa. Ne ‘m boa ket eston. Me ‘gleve èl-se. Me ‘m beus kroget àr brezhoneg pa oan koshoc’h. Met ‘m boa yaouankoc’h evidous. Ha setu. Gerioù brezhoneg ‘m beus klevet ur bern amañ e Groe. Hag a zo chomet, èl ‘m beus lâret dit, lies a-barzh ar galleg.
Perak ‘peus kroget get ar brezhoneg ?
Surtout pa ‘m beus kavet al labour er mirdi. Er mirdi dija, bout oa istoer, Kroget ‘m beus klask, klask gerioù hag a veze kavet e mesk ar galleg èl-se. Me ‘gare goarout muioc’h. Ha ‘m beus kroget skriv ha lakaet holl an dra-se àr paper. Paperioù… bah ar pezh ‘feus gwelet. Hag àr-lerc’h ‘m beus lâret bah ya met perak pas monet pelloc’h. Goarout ar yezh.

Ah bah ya met n’oa ket aes. N’oa ket mui den hag a gomze brezhoneg e Groe. M’am boa, petra ‘m boa graet, m’am boa goulennet da ma zad. Ma zad en doa lâret din « kompren a ran mat brezhoneg met ne c’hellan ket komz ». Met ‘tav tad, me sikoure mat. Get ma mamm-gozh ivez ha get tud arall ‘m beus anavet, get ar vaouez gozh me oa é komz tuchant genout. Ha setu, ha dre-forzh, ha dre-forzh, ha dre-forzh. Ha ‘m boa goulennet get Jo met « mar zo, n’eo ket un urzhioù bennak ? ».
M’am boa prenet, m’am boa soñj, un urzhioù bihan èl-se. Pas re-dev èl-se. Brezhoneg gwenedeg. M’am boa komañset da zeskiñ get an dra-se ivez. Me ‘gase an urzhioù-se da di ma mamm-gozh ha hi ‘lenne un tammig. Ha dre-forzh, ha dre-forzh, ha dre-forzh. Pa ‘m beus klevet hag a oa tud hag a gomze brezhoneg e Groe me zo daet a-benn. Dre-forzh dre forzh. Ar gomañs oa diaes. Pa vez klevet ar yezh bemdez, eo mat, aes. Bah n’oa ket… Dija te ‘welo al labour en deus graet Elmar Ternes er blezoù 1966, 1967. Dija n’oa ket mui brezhoneg get tout an dud. Pa glevez ar pezh a zo bet enrollet. Te ‘wel tud hag a gomz mat brezhoneg. Met gwezhadoù e taent en-dro e galleg.
Ya, te ‘wel get gerioù èl « biensur ». Galleg oa dija e Groe. Setu. Faota lâret ar wirionez. Bah setu, me ‘m beus graet èl Jo, Jo ivez. M’am bo ‘tav ar blijadur-se. Me ‘anav ur bern tud d’am oad amañ hag a n’anavent ket ur ger e brezhoneg. Ur ger èl-se mes pas muioc’h. M‘am beus graet an dra-se, m’am beus graet èl-se(?). Pa ‘m behe kavout ul labour en ul lec’h arall èl-se, marse ‘m behe ket graet biskoazh an dra-se. Pa vehen bet é labourat, n’oaran ket, gober ul labour er-maez, pe labourat àr an tier, gober ul labour stert pe monet d’ar mor, pesketour…
M’am behe lâret « brezhoneg evit gober petra get an dra-se, m’am beus dija ur bern traoù d’ober amañ. » Setu ar pezh am beus graet. Bremañ ema ret gober. Ha c’hwi zo aze evit an dra-se. Komprenet ‘peus, ya ? Ya.
Petra c’hoazh… boñ, pa oan bihan, petra raen… Me ‘vourre monet da pesketa. M’am boa dija 13, 14 vlez ; Pa oan bihan n’on ket bet akoustum monet da besketa. Ma zad oa pesketour met eñv rae ar beskerezh vras kwa. Ne oare ket gober ur skolm àr un « ugen ». Gober pep sort traoù da dibour ar sardin pe gober traoù hag a veze graet àr ar bagoù hag a rae ar beskerezh vras e oa aes dezhoñ. Pa oan d’ar skol àr an douar bras pad on aet en-dro amañ d’ar gwener pe d’ar sadorn.

Ni ‘yae da besketa èl-se get linennoù tapout pesked, siliennoù petra… N’on ket unan mat evit an dra-se. Ur blijadur eo, setu. Ur blijadur eo ‘tav. Marse ‘m behe gallet gober ar micher-se. Ma zad a lâre din « rez ket an dra-se, re stert, re gallet eo. Gra n’oaran ket petra met ne rez ket micher ar pesketour. » Setu. Ha marse ‘m beus lakaet an dra-se en ur c’horn a-barzh ma fenn, en ma spered. Met ‘m beus ket graet ar micher. Met ur micher èl-se eo.12’20 Me ‘anav ur bern tud d’am oad hag en deus graet ar micher-se. Hag en deus bevet hag a vev c’hoazh ag an dra-se. Evit kas argant d’ar gêr. Setu.
Hag àr-lerc’h me zo daet é redek àrlerc’h ar merc’hed. Èl holl an dud. Ne gomzen ket e brezhoneg. Galleg bras oa genon. Met m’am beus anavet merc’hed hag a gomze mat brezhoneg. Me ‘oa yaouank.
Ah ya, amañ e Groe ? Ya ya, hag a gomze mat. Ah met pas… Ar buhez àr an enez èl-se… n’eo ket aes ? N’eo ket ar memes evit an douar bras. Mat eo èl-kent. Setu, petra lârin dit muioc’h…

Goulenn genon. Pad on aet da besketa er mor. M’am boa 14,15 blez. N’on ket mui soñj e pezh blez oa. Get ur mignon, ur mignon din. Ni … da vonet àr ar porzh, amañ, àr ar porzh kwa da dapout silienn, siliennoù. Te ‘oar petra eo ur silienn ? Ur pezh pesk ! Ha setu arru e miz, e miz Eost a oa. Me ‘zo bet e tal an tour-tan gwer. M’am boa ul linenn èl-se, un tamm koad… àr-lerc’h. Se’ unan. Ur pezh oa. Daouzek kilo. Ar pesk oa hiroc’h evit an nor. M’am boa lakaet an dra-se da boazhiñ. M’am boa kaset ar pesk àr-lerc’h. N’oa ket gallet kousket àr-lerc’h. Me oa 14, 15 blez. Traoù èl-se. Bout zo ur bern traoù da lâret. M’am beus bet ur vuhez èl ar re arall.
Ha desket ‘peus gober ar kouign-pod get da dad ? Get ma zad. Pa oan é chom… Pe gwastell ivez ? Ah pas, gwastell, desket ‘m beus àr-lerc’h. Get ma zad ‘m beus desket pa oan er gêr . Gwezhadoù eñv rae ur kouign-pod bennak èl-se. Gwelet ‘m beus alies. Eñv rae an dra-se àr an daol èl-se. Me chouken e korn an daol èl m’on bremañ é sellet getoñ. Eñv a lakae bleud, an u, dienn pe koavenn. En ur volenn èl-se. Mat, m’oa é sellet. Eñv ‘blade holl an dra-se àr an daol hag àr-lerc’h. Eñv lakae sunkr melen, amonenn. Faota serriñ mat. Ha lakaat an dra-se en un torchouer bennak ha lakaat en dour teomm da ,,, mat oa ! Ha me ‘selle. Me ‘selle mat bemdez getoñ. Hag ur wezh, penaos… eñv oa er mor. Me oa un tammig koshoc’h. Ha ma… Me lâre d’am mamm èl-se : « Eh an d’ober ur kouign-pod. » « Met n’oarez ket gober ar kouign-pod » « Met yeo, m’am beus gwelet tadig gober an dra-se. Eh an d’ober unan. » «  Ah bah gro gro… » M’am boa graet unan hag a oa mat. Àr-lerc’h m’am beus tapet an akoustumañs. Ha m’am beus graet… pas bemdez hein… vehen tev èl ur vuoc’h… bemdez… dam oui dam oui, toui.
Met gwastell àr-lerc’h. N’eus ket re bell. M’am beus goulennet get an dud, m’am beus lennet… Ah bah tiens, an urzhioù… Mélanie. Chomet eo àr an douar bras ? Ya. A-barzh ema skrivet penaos vez graet ar kouign-pod ha farz. Bout zo bet traoù… Ur vaouez hag he deus graet an dra-se. Per Denez en doa… Ret vehe goarout petra zo degouezhet get ar pezh a zo bet enrollet en ul lec’h bennak e Groe… àr an douar bras. Mélanie oa ur vaouez-gozh ganet e 1905, ya. M’am beus he anavet. Ah bah tiens, geti ‘m beus desket brezhoneg ivez. Ur wezh, ‘m boa lâret an dra-se en un DVD. N’oa ket nemet me ha Jo Le Port da di Mélanie. Da 6e, me lârehe da noz met an enderv oa. Ha Jo en doa kaset un dra bennak d’enrolliñ ar vaouez. Eñv a gomze dija brezhoneg met me… n’oa ket mat. Ha se’ ni ‘arru e ti Mélanie. Ha se’ é komz brezhoneg e tro an daol èl-se. Hi ‘gomze brezhoneg get Jo met me gleve traoù bihan èl-se. 6 eur oa hag ar vaouez a oa dija kozh. Ni zo chomet betak hanter-noz. Hi ‘n doa lakaet kig àr an daol, bara, amonenn, kafe, gwin ruz… N’am ket mui soñj petra oa. Met Jo en deus an dra-se er gêr. Met me… Ne lâren ket gêr. Ne lâren ket gêr. Hag àr-lerc’h pa oa achu an traoù Mélanie en deus lâret « José ici, ‘feus ket lâret tra. ‘feus ket lâret tra. Grit » Ne oaren ket komz kwa. Met Jo en deus soñj zo an dra-se. Chomet omp betak… ya, hanter-noz oa. N’hor boa debret ha komzet brezhoneg. Hanter galleg ha hanter brezhoneg. M’am bo soñj met e pezh blez oa… ? Me oa just é labourat er mirdi kwa, er blez 83, ya. Pa ‘m beus kroget a-barzh. Ur vaouez vat oa. Ur spered yaouank oa geti. Hi ‘oa un tammig dal met he ‘gleve splann. Pa oa é komz geti he oa èl-se kwa. Ha hi doa ur blijadur. Me ‘lâre dezhi àr-lerc’h pand on d’he gwelet èl-se. Me ‘lâre e galleg : « je ne vous dérange pas ? ». « On ne dérange pas ici, entre ». Ur vaouez vat oa.
Bout zo bet beus soñj. Bout oa bet fest, gouel Yann-Bêr Kalloc’h er blez 1988. Bout oa ur gouel vras amañ a-hed ar vro. Bout zo bet traoù en iliz lâret e brezhoneg. Per Guillemot en doa kanet e brezhoneg, lâret traoù e brezhoneg. Bout oa tud arall hag o doa lâret traoù e brezhoneg ivez. Setu. Àr-lerc’h… Kantikoù kanet… Bremañ n’eus ket mui. Met Per Guillemot ‘m beus anavet mat an den-se. Tapet en deus kant vlez. Un den mat oa. Eñv oa é chom un tammig pelloc’h e kêr ar Mene amañ. Gwezhadoù on daet d’her gwelet èl-se. « Dait amañ da evet ur bannig ». Ni ‘gomze brezhoneg hon daou. Met ket lies. Jo Bidoc, bout oa unan arall ivez. Fidel Tonnerre oa un tammig koshoc’h. An den-se a gomze mat. Eñv doa soñj zo tout an traoù. Ar pezh ‘m beus dastumet a zo skrivet en ma c’haier. Ur bern traoù èl-se ‘m beus klevet getoñ.
Un den hag a oa… Un den fin oa. Eñv doa dija ur galleg… brav ? Ya brav. Hag en doa soñj zo bep sort traoù. Me ya da lâret dit, ur wezh… N’oaran ket e-menn oa… Karlat, d’an tu arall zo an enez. Tu kornog. Bout oa daou zen e kreiz-kêr èl-se é komz. Bout zo unan hag a c’houlenn get unan arall « t’az feus gwelet tel et tel añv (añv un den bennak kwa ). Ya ya, ‘m beus eñv gwelet. Eñv zo bet e pesketa ? Ya, ya, eñv oa en aod tuchant. Hag unan arall a lâr « eñv deus pesket ? » l’autre « n’oaran ket », « pesked oa getoñ ? «  « Met n’oaran ket… Met me ‘gred oa pesked getoñ paskan m’am beus eñv gwelet pa bigne en aod eñv doa e dead e korn e veg èl ur vuoc’h amonnelus. » Me ‘lâr e galleg : « … »
Get Fidel m’am beus klevet ur bern traoù. Eñv lâre e brezhoneg « get ar raden ne ‘po ket rezin » : « les chiens ne font pas des chats ». « avec la fougère vous n’aurez pas du raisin ». Met te ‘feus lennet… Ya, ya ya ya . M’am beus skrivet holl an dra-se.

Veze graet krampouezh e Groe ? Ya met… penaos… Pa oan bihan, krampouezh get sunkr. Ne ‘m beus gwelet biskoazh ma zud gober krampouezh get segal pe gwinizh du èl-se. Marse e-raok. E-raok veze graet èl-se met pa ‘m beus tañvet ar wezh gentañ krampouezh graet get gwinizh du pe segal pe bep sort traoù. M’am beus tañvet an dra-se àr an daour bras ar wezh gentañ hag àr-lerc’h, get an dud hag en deus graet an dra-se e Groe. Ar pezh me ‘m beus gwelet, ma mamm gober traoù èl-se àr baelon get an amonenn gober fonnus krampouezhenn get bleud kwa ha sunkr àr-lerc’h. Met e-raok marse e veze graet, n’oaran ket. Bout oa krampouezh, farz, bara veze graet ivez. Bara veze graet paskan bout oa fournioù. Bout oa fournioù, pas e bep kêr met bout oa fournioù ‘tav. An dud a rae bara evit ar sizhun, evit ar sizhuniad. Ur pezh bara veze graet evit.. penaos… evit an dud hag a chome a-barzh an ti kwa. Bout oa gwinizh, bout oa bep sort traoù amañ.
Ha veze kaset an dra-se d’ar velin. Da valo, da valiñ. Ha bout oa… Bout zo bet betak pemp amañ e Groe…. Pemp, me lâr sotoniaj… Dek. Bout oa pemp en tu kornog ha pemp en tu reter. Met n’eus ket kerzhet asambl. Met n’eus ket mui den bremañ hag a anavet an dra-se da gerzhet. Met m’am beus klevet get ar re-gozh. Ya ya ya. Te ‘gase an dra-se d’ar velin da vout bleud. Hag an dud a rae bara er gêr, a gase an dra-se d’ar forn da boarzhiñ. Bout oa ur vaouez hag a rae àr dro ar forn. An dud a lâre « ar forniourez ». Hag an dud a gase hag an dud a yae da glask o bara. M’am beus klevet an dud a gase gete evit gober tan un dra bennak, lann pe benal pe bouzel- saout d’ar c’hoad kwa da deommaat, da deommat ar forn hag a bae èl-se. Marse veze graet ur blank bennak, argant bennak. Met n’oaran ket, n’am boa ket anavet.

Ma zad hag a oa ganet er blez 1931. Eñv oa bihan, eñv doa soñj zo ar forn. Dija… Eñv doa soñj zo ur forn hag a oa betak Pen-Men du-se, e Karlieret, Kerloret. Eñv doa soñj ur wezh. Eñv oa aet… penaos lârer an dra-se, d’ober bara kwa, get e vamm. An dud en doa aon er gêr. Marse oa e-raok ar brezel pe voilà… Ha se’ ar bara tomm, tomm èl-se. Ma mamm-gozh hag en doa kaset he gravazh geti ar bara … Zo Gerlieret betak Karlat. N’eo ket pell. Ma zad get e vreur oa é tebriñ ar bara èl-se, tomm, hag a oa mat. Bremañ te ‘feus un tamm bara, c’est un tamm bara kwa. Kalet eo, er-maez da debriñ er foñs. Bout oa fournioù èl-se. Pas e bep kêr èl-kent met n’am beus ket anavet an dra-se. Hag an dud a rae bara evit ar sizhun. Hag ar sizhun àr-lerc’h, en-dro.
Ar fornioù-se a servije « aussi » d’ober penaos ‘ta… da boazhiñ gwastelloù, farzoù. Pa oa festoù, gouelioù. An dra-se n’oa ket tout evit ar bara. Ha bout oa saout amañ e Groe. E-raok, n’am beus ket anavet kalz an dra-se met ‘m beus klevet e bep ti e-raok a veze div pe teir vuoc’h. An dud en doa koavenn, dienn hag a rae amonenn get an dra-se. Sistr veze graet, gwin ivez àr-lerc’h. M’am beus klevet ivez holl an dra-se veze kavet er marc’hadoù, en « epicière d’alcool ». Ar pikerell hag ar mouezi a eve an dra-se. A-barzh « Ternes » ma ‘feus selaouet mat bout zo tud hag a oa é labourat. Hag bout zo ur vaouez hag ur paotr èl-se « Te garehe evet ur bannig Mémé Jannig ? » « alors ur pikerell » Hag unan, « te garehe unan arall ? » ha div. « Unan arall ? » Ha pas, tra-walc’h èl-se ! » M’am beus bet div, tra-walc’h èl-se. Traoù èl-se ya. Sistr a zo bet, gwin ruz get ar wazed met n’oaran ket muioc’h. N’am beus ket c’hoant lâret sotoniaj. Petra lâr c’hoazh. Graet ‘m beus an dro. Bah pet eur eo ? 6 eur bah mat eo. …

Autres Articles