Liamm ar video.
Pand veze un den hag a lâre dalc’hmat. Pa veze fall amzer, pand oa koumoul èl-se en heol a lâre “oh tuchant, ar loar a skaro holl an dra-se”. Ha eñv veze dalc’hmat lâret traoù èl-se kwa. Bemdez an dud a gleve traoù èl-se getoñ. Ha dre-forzh ha dre-forzh. Ha se’ un den hiriv hag a oa aet tost e di, tost an nor. Hag an den en doa karc’het e-tal an nor èl-se. Ha se’ un den en doa karc’het e-tal e di ha se’-ma eñv savet da vintin ha petra a ra ? Digor a ra an nor. An troad a-barzh. Ha se’ un den, un den hag a oa er straed èl-se hag a lâr… “ oh, piv en deus graet an dra-se”. Ha un arall a lâre “pa savo ar loar e skaro holl an dra-se”.
Bout oa un arall ivez… Ur vaouez, bemdez a veze ar vaouez hag a oa é chom e-tal he zi hag a base get ur vuoc’h èl-se. Hag ar vuoc’h en em frote èl-se get ar vagoer, get magoer an ti kwa. Hag en doa lakaet brav, en doa gwenned he di hag a oa brav hag a oa krann. Bah ya met bemdez ar vuoc’h a base hag a rae… Hag un deiz, se-ma hi er-maez hag en doa lâret d’ar vaouez : “ Ma zi, n’eo ket ur grib”.