José, rock’n’roll

Liamm ar video.
Pand oan yaouank. M’am boa e blez pevarzek, trizek, pevarzek pe pemzek blez. M’oa e skol en Oriant. Er blezoù 1970 oa. Holl an dud a selaoue rock & roll ha hard-rock. M’am beus soñj ar bladenenn gentañ am beus prenet oa « Made in Japan », Deep Purple. Ar blanedenn arall oa Pink Floyd, « Dark side of the moon ». Ha setu, àr-lerc’h on chomet un tammig get Deep Purple. Ha m’am beus klevet traoù mat kwa get ar guitarist èl-se. Ar c’hanour hag a gane mat. Anavet ‘m beus Led Zeppelin àr-lerc’h. Ha gwelet ‘m beus Deep Purple. Ar wezh gentañ am beus gwelet Deep Purple oa e Bercy, er blez 1985. Hag a oa filmet get ar skinwelerez alaman. M’am beus soñj ‘tav. E miz Gourhelen oa. Nag un tommder a-barzh. Oh man Doue. Bout oa pemzek mil a dud ‘barzh Bercy. Ha me ‘oa bet e-tal ar « scène ». Me ‘oa yaouankoc’h. Oh man Doue. Bout oa bet trouz ha holl an dud a yae d’an un tu ha d’an tu arall èl-se. Bout oa bet stanket ha holl. Pand oan arru er gêr amañ e Groe me ‘oa bouzar. Ah ya ? Bah me ‘oa tost. Me ‘oa bouzar. M’am boa c’hwezet. M’am boa bet sot amañ get ma divrec’h hag a oa glas. Peogwir m’am boa un dra-bennak hag a oa glas hag en doa dislivet àr ma divrec’h. Gwir eo, gwir eo. Ha m’am beus hè gwelet er blez 1985 ar wezh gentañ. N’am beus ket anavet anezhe er blezoù bras e 1970. Hag àr-lerc’h m’am beus hè gwelet en Arar-Kozh amañ ya. Tost Karaez. M’am beus hè gwelet… er Vieilles Charrues ? Ya. E Roazhon ivez. Tost Naoned. Paris marse. Gwelet ‘m beus Led Zeppelin… Met te ‘c’hell lâr en-dro ar pezh ‘peus lâret a-ziàr Led Zeppelin ? Mar plij. Bah Led Zeppelin… Pa ‘m beus hè gwelet, n’oa ket Led Zeppelin… N’oa ket mui met ar c’hanour hag ar guitarist, Jimmy Page. M’am beus soñj, m’am boa e Roazhon. E Roazhon da welet an dra-se. Hag an deiz àr-lerc’h oan bet da welet Deep Purple tost Naoned. Pa ‘m beus gwelet an dra-se. Hè doa graet traoù kozh d’ar blez, 1968. Ar c’homañsement da Led Zeppelin. E oa get Jimmy Page ha Robert Plant. Hag àr-lerc’h m’am beus gwelet Robert Plant en e gunan. En e gunan met get penaos… met get sonerion arall kwa. N’oa ket ar meme muzik. E oa etre ar blues ha… muzik un tamm oriental ? Oriental, mat oa. Graet en deus ur bladenenn. M’am beus ar bladenenn-se er gêr enrollet en ur studio. Bout zo unan arall « live » enrollet e Bro-C’hall. Pa ‘m beus gwelet ar c’hanour-se bras èl-se, get blev hir ha gwenn. Pand oa arru penaos… dirak an dud kwa. Tapet en deus ar mikro èl-se. Met n’anaven ket mat ar bladenenn nevez eñv doa graet. Se’-ma eñv é kan. Me ‘grede eñv en doa kollet un tammig e vouezh kwa. Eñv ‘gane goustad èl-se kwa. Ha d’un taol se’-ma eñv savet ha kemeret ar peul, ar mikro èl-se getoñ. Klevet am beus gwir Led Zeppelin. M’am beus bet … oh m’am beus kollet ar gêr. Petra ‘m beus lâret dit tuchant ? Krenijenn ! Me ‘oa chomet estonn èl-se é gwelet getoñ. Traoù a chomet a-barzh ar spered. An dra-se a chom en ar penn. Er blezoù 1970 a zo bet ur bern bandennoù Bro… penaos. Bro-Saoz. Hag en deus graet ur muzik èl-se.Met sonet ‘peus muzik dija te ? Ya ya, m’am beus graet. Pe soniñ guitar ? Me ? Ah pas pas pas. Kan ya. Met n’oaran ket soniñ kwa. Oh Deep Purple ‘m beus kanet. M’am boa lakaet un tamm bihan e brezhoneg, m’am beus soñj. Petra lâr c’hoazh… Bah ar wezh gentañ m’am beus graet « Smoke on the water » get tud yaouank. Ha m’am boa kanet ar wezh gentañ e saozneg. Hag àr-lerc’h an hani diwezhañ m’am boa lakaet an dra-se e brezhoneg kwa. Holl an dud oa é selaou met n’en doa ket gwelet oa… ar pozoù oa e saozneg kwa. Ha àr-lerc’h pand omp arru e lâr « smoke on the water… » me ‘gane « Moged àr an dour ». Hag an dud a lâre « petra lâr… ». Petra eo an dra-se. Gwir eo. Gwelet ‘m beus Joe Cocker ivez tost Lanester. Joe Cocker hag a oa mat ivez. Er blezoù 1990 gwelet am beus Joan Baez ivez. Joan Baez tost an Oriant e Festival Keltiek. Petra ‘m beus gwelet… oh n’am beus ket mui soñj. Deep Purple ha Led Zeppelin, Deep Purple ‘m beus gwelet arrua on skuizh, e oa mat. Ar wezh gentañ e oan arru e Groe me oa bouzar, me oa tost. Aiou aiou aiou… An eiled gwezh on bet n’on ket bet tal. Me zo bet un tammig pelloc’h. Chouket èl an ankou hop hop hop. Gwir eo, gwir eo. Bout oa ur c’hanour bras. An hani a oare penaos… a sone… penaos lâret an dra-se e brezhoneg… synthé ? Piano kwa. Oh un den èl-se. Graet en doa klasik muzik, traoù èl-se e-raok. Ur guitarist èl-se me oa chalpet. N’eo ket ur muzik èl an heavy metal èl a zo bremañ hag a zo pounner, pounneroc’h te ‘wel. M’am beus ‘tav er gêr pladennoù èl Black Sabbath. Black Sabbath hag a zo un tammig kreñvoc’h. Met n’oa ket fall. Narenn. Ur muzik vat oa. N’oa ket memestra. Led Zeppelin oa un tammig… penaos lârer an dra-se… Met Black Sabbath zo un tamm duoc’h kwa. Duoc’h ya. Black Sabbath, Deep Purple etre an daou ha Led Zeppelin. Ya setu. Tud hag en deus graet ur muzik vat. M’am behe karet bout… Bah « tiens » m’am behe karet bout un tammig koshoc’h… M’am behe karet bout un tammig koshoc’h… Faota ket lâret an dra-se. Evit anavout mat, holl ar muzik hag a oa e-raok. Er blezoù 1960, 1970. Gwelet ‘m beus ‘tav… Pa glevez traoù èl-se e oa ur muzik vat. M’am beus ar bladenn… Me ‘anav … an ton ? Ya, traoù brav. M’am beus ur vignonez e Bro-Alaman hag en deus gwelet ar Beatles. E Bro-Saoz, hi oa yaouank. Hi ‘n doa soñj zo an dra-se. Ha gwelet he deus ivez Jimi Hendrix. Ya, e Bro-Saoz oa. Hi ‘n doa lâret din, gwelet ‘m beus The Who. Ur vaouez hag a zo dek vlez koshoc’h evidon. He ‘n deus lâret traoù… Setu kwa. Bout vehe ur bern traoù da lâret… Trugarez vras. Oh ! Tuchant vo hanternoz hag e vin ‘tav aze.

Autres Articles